( 39 )
FABL 30.
Ar Bley hac eur Penn pentet.
En stal eun tailler imajo,
Eur bley, o tremen dre eno,
A zistro en dro da sellet
Hac e voelas eur penn pentet.
Treï a re deus a bep coste
Hac isellâd a re ive,
Dre ar rezon n’en devoa qet
Netra a sans nac a speret.
O ! caëra penn e zeo emàn,
A lavaras ar bley dezàn :
Cals a ardo a so ennout,
A speret vad n’eus morce tout.
Sans moral.
Mar dout coant eus an diavez,
Eun draic bennac a delez ;
Mæs ma c’halfet choas ar guella,
An diabars eo ar c’haëra.
Rac guelloc’h eo cals bea fur
Evit coantiri dreist muzur.
|
————
FABL 31.
Ar Gegin.
Eur gegin en em voisq a blun
Hac a voa deus a eur paün.
|