Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/45

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 41 )


A zave cals a boultr en êr :
Ne voa qet pussubl guelet scler.
Eur geillenen a lavare,
Er chariot en e c’hoaze :
O ! peguer bras eo ar boultren
A meus mèn savet er blassen.

Sans moral.


Ar fablen-màn a apparchant
Eus ar re o deus santimant :
Manific bras gant ho c’homso
Evit laëres an enorio
Hac a ve gleet d’ho nessa,
E tesiront e gaout gant joa.
Petra bennac ma vent grossier
O deve c’hoant ho c’histimfer.


————


FABL 33.


Ar Verienen hac ar Geillenen.


Eur veach voa eur geillenen
O resoni ar verienen.
Y a voa ha nobl ha jentil,
Eben, emezi, a voa vil ;
Y a nije evel ma car,
Eben a ruze an douar ;
Y a gonverse er palesio,
Eben, emei, er c’havernio.
En em bompady ré joaus
A eur vue dilicius ;