Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/46

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 42 )


Hep poan ebet gant nep affer
E c’halie beva dibreder.
Ar verienen a lar facil
Ne entente qet bea vil ;
Ar geillenen en pep fesson
A voa diboel ha vacabon,
Mæs y a voa ferm ha poset ;
Ar grenn, ar feunteun evit boed
A voa excelant bras d’e min
Qen couls a pasteio na guin,
Hac ar boet-ze tout a deue
Dre labour, non pas didalve.
Davantach a so da laret
E voa joaus hac assuret
Ha caret gant an oll er vro,
Exempl vad d’an oll labourio.
Mæs ar c’hontrel ar geillenen
Ne voa qet mignonet da zen,
Hac en danjer gant pep-hini,
Rae d’an oll e voa inimi ;
Da gazi tout e rê dies,
Exempl a zidalvoudeges.
Dre m’e devoa sonch er goanvàn
En em brepare mad en ànv :
Ar geillenen, contrel da ze,
A veve deus a zê en dê,
Voa necesser ep dale pell
Dezi finissa ha mervel.

Sans moral.


Menach vian a so guelloc’h
Gant contantamant ha gant peoc’h,