M’en eum c’hra meudeucin neuze,
Ma coms d’ar marc’h a gement-ze.
Ar marc’h o veza e glevet,
Ar flaud en deus anaveet,
Hac e teuas neuse gant mal
Da sonjal eun drompleson-all.
N’eus qet pell ne voa tremenet
Dre eun andret a voa spernec,
Ma voa en e droad anfoncet
Eun tam spern hac a voa gorret,
Ma pede ar meudeucin qez
Da denna anezàn e mæz.
Al leön a accordas tout,
Hac ar marc’h deus e oll c’halloud
A sco anezàn var e dal,
Hac a bartias quit ractal.
Neuse eur boan vras en devoe
Eus en em sevel ac’hane,
Rac bea voa casi lazet
Gant an tol-ze en devoa bed.
O ! dougen a ran, emezàn
Ma recompanç ar veach-màn,
Demeus ar sotis a meus gred,
Hac ar marc’h so just partiet.
Venjet en deus eun dromplezon
Dre eun all gant cals a reson.