Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/60

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 56 )


Eur c’hy er c’hoad a rancontras,
Ha manific en saludas ;
Ha da enori e brezanç
E ra dezàn rejouissanç.
Finalamant e c’houlenne
En pe gis en em gomporte ;
En cave ned he poli bras.
Ar c’hy dezàn a respontas :
Ar soign en deus ma mest ouzin,
Em andret cals a vignoni,
Dre ma tisquean ontàn joa,
E ve fournisset din pep tra
Divar an dol a gement so,
Na ne gousqan qet dizolo ;
Na ne ouffe da zaou-lagat
Pegement e zon agreabl
Da gement den a so en ty.
O ! ma c’hamallat, eme’r bley,
Te a so placet evurus
Gant eur mest so qen gratius.
Ma c’harufe ma bolonte
Da gavet mado evel-ze,
Ha galloud beva ha mervel
Gant eur mest a so qen fidel,
Ne gredan qet e ve er bed
Evrussoc’h evidon cavet.
Pa voelas ar c’hy e c’hoante
Caout eur gondition neve,
E promettas dre vouir gomso
Caout moyen en tal e otro
D’ober dezàn caout an etat :
Mevel a gamp e vije mad,