Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/64

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 60 )


Da rei eun tam eus e lost teo
Evit gollo e ziadreòn,
Hac e lavare deàn gourd
E voa ennes eur bec’h re lourd ;
E vije dezàn profitabl,
Scanvoc’h hac ive enorabl.
Al louarn a respont dezàn :
Guel eo genèn cals, emezàn,
Scuba an douar, lez da drous,
Evit gollo reor eur marmous.

Sans moral.


Er bed-màn cals o deveus re
Ha nìnver re neubeut ive ;
Evit qement-ze n’en deus qet
A dud pinvig accustumet
Du soulagi tud ho c’hanton
Gant ar pez ho deus ep ezom.


————


FABL 48.


Al Louarn hac ar Rezin.


Al louarn a voa trist e vin
O voelet eur brancqat rezin
A voa o commanç daroy,
Ma tezire ive tibri.
Ma clascqe neuse ar voyen
Da alloud gripa e loden :
Mæs p’en devoa e boan collet,
E zesirio gantàn chommet,