Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/69

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 65 )


Ar voualc’h a bell a voele,
A c’houlenne : petra res-te ?
Al lapoucetaër a lare :
Eur gêr a vatissan aze ;
Ha qer qent ac’hane e c’ha
Pell dionte d’en em goacha.
Ar voualc’h credet en e fenn
A deuas mat d’ar voetaën
Pehini a oa tost d’ar ret.
Zouden avoalc’h e voe tapet.
Al lapoucetaër a redas ;
Ar voualc’h deàn a laras.
Eur gêr ar sort-màn batisset
Neubeut vo a citoyanet.

Sans moral.


Quistiono fall ha truach
A ra d’ar bobl cals a zomach.


————


FABL 53.


Ar Marc’h hac ar C’haro.


Eur marc’h a enep eur c’haro
En devoa eur vech combajo.
Ar c’haro voa an ardia
Ha da redec ar buanna,
Ma sclap ar marc’h divar an ent
Ha mont qen buan goude qent.
Ar marc’h evel-se repousset,
Ractal en deveus comprenet

4*