Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/7

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 3 )



FABL 2.


Ar Bley hac an Dànvad.


Eur bley voa o c’hefa dour scler
Ar pes a garie er rinvier :
Ma voel izelloc’h evitàn
Eur paour qez dànvad o c’hefa.
E benn hac e zaou-lagat scler,
Ma teu d’e gaout gant cals a er.
Ar c’henta gir eus e ziscour :
Perac e troubles-te ma dour ?
An dànvad qez, en eur grenàn,
A gommanç respont anezàn :
Otro, emezàn, ne zonjen qet
Bea certen oc’h offancet,
Rac an dour o tond a leçz-ze
Ne gle qet troubli ganèn-mèn,
Hac ar pez a so guirione
Eo ne meus qet ar volonte.
Mar plich ganec’h ma fardoni ;
Ne glasqen qet oc’h offanci.
Inutil eo did goulen gras :
Da dad, da vam ha da oll raç
A so inimiet din-mèn,
Mæs mèn a peo fet dê.

Sans moral.


Den galloudec ha disleal
A cafan eun amezec fall :