( 66 )
Mont da gaout an den d’en pedi
Ma c’halje dont d’en em venji.
Neuse e parti gant furor
Hac e teu gantàn ar victor.
Mæs evit bea gouneet,
D’an den eo chomet oblijet,
Ma rencq dougen an den en dibr,
En e c’heno lecqed ar brid,
Ma rencq perpetuelamant
Da serviji bea content.
Sans moral.
An neb a ve en em fouret
En affero, na ne ell qet
Dont aben deus a gement-ze
Nemet sicourio o deffe,
En em gef goude oblijet
D’ar re en deus ho zicouret,
Ha goude o devo cals poan
O clascq en em denn a zindan :
Lacqet e vo dezàn eur brid,
Muin en coll evit en profit.
|
————
FABL 54.
An Azen, ar C’hog hac al Leön.
Ar c’hog ha neuse an azen
A beure ho daou er blassen.
Aruout a ra eul leön
Hac a gomprene er fesson
|