Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/76

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 72 )


Nemet injur hac insulto
Ne glefac’h qen eus ho geno :
Pa vent placet en assuranç
Int effrontet d’en em avanç,
Mæs pa vent var an disolo
E ve chanchamant a gomso.


————


FABL 59.


Al Leön hac an Den.


Eur vech an den hac al leön,
Pa voaint o vale dre’r c’hanton,
Pep-hini ’ne gant e gomso
A veule cals e vertuio.
Pa voaint evel-ze o tremen
En ho c’hichen pilliero mein
En p’hini voa eun den gravet
Eul leön gantàn entouffet.
An den pa voelas ar gravur
A lare d’al leön a dra zur :
Aze e voeles ar fesson
E man an den dreist al leön
En ners, ha puissant meurbet
Dreist al leon hac an oll loenet.
Al leön en deus respontet :
Ma en divije al leönet
Taillerien mein ha graverien
Evel ma en deveus an den,