Muin a dud a pije guelet
Gant al leön bet entouffet.
Sans moral.
An den fur hac ive prudent
Ne gred netra certenamant
A nez beza sclerijennet ;
Rac cals so a charlatanet,
Ha pep-hini demeus anê
A chaç ordinal d’e goste.
————
FABL 60.
An Den hac ar C’hoanen.
Eur veach e voa eur c’hoanen
Hac a voa o picqat an den.
Pa dap anei e c’houlenne
Petra am picq-mèn evel ze ?
Y neuse e deus respontet
An natur en devoa e gred
Deus ar galite e devoa ;
Evel-ze e rencqe beva :
Dre ze aneàn a bede
Da lezel anei en bue :
Evit qelo ar pez a noaz
Ne re qet dezàn cals a c’hlaz.
An den, oc’h ober eur min c’hoarz,
A lavaras an tan yol farz :
Dre betra re zot resonio
Vez ampechet eus ar maro ?