Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/78

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 74 )


Abalamour ne c’heus-te qet
Galloud da veza ma blesset,
Ne gleyez na cals na neubeut,
Breman e c’hi dindan ar meud.

Sans moral.


N’en dê qet red certenamant
Caout true eus an dud vechant ;
Dre n’ho deo qet gred cals a noaz,
Evel ma c’halfont e raint voaz.


————


FABL 61.


Ar Verienen hac ar Zardonen.


Pa voa ar goanvàn o commanç
Ar verienen a chaz d’e granj
Ar guinis a voa dastumet
En pad an ànvez tremenet.
Ar zardonen a gommanças,
Pa voele, da vlam ar venach,
Hac e tosteez neuse zouden
Da c’houl diganti eur c’hreunen.
Ar verienen a lar : perac,
N’en em lacqez da labourat
Dre ma exempl, en pad an ànv,
D’en em brepari d’ar goanvàn ?
Eben a respontas : en ànv
Ec’h e e c’hamzer da ganàn.
Ar verienen oc’h ober goap
A lavaras dei a dro vad :