Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/79

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 75 )


Pa e guir e rez evel-ze
En pad an ànv an didalve,
Ha ne rez nep sort labour-all
Nemet o canàn ha bragal,
Bremàn dre voir droet, pa out scaon,
E cleez mervel gant an naon.

Sans moral.


Entre ma zomp crèn hac en oad
E c’heo gleet demp labourat,
Rac pa vo uzet hor c’horfo
E vezo fin d’al labourio.


————


FABL 62.


An Dànvad hac ar C’hornif.


Var gein an dànvad ar c’horneil
A zifrette e ziou-asqel.
An dànvades a lar dezi :
Ma raëz qement-all d’ar c’hy,
Deus ac’hane nen daës qet
Hep beza manific frottet.
Ar gornif a laras dezi :
O ! mèn voar mad eus piou c’hoari.
D’ar re douç mèn a so fachus
Ha mignon d’ar re rigourus.

Sans moral.


An dud so douç ha paciant
O deus brezel gant ar mechant.
An innoçanç a so bepret
Gant treid an dud falla foulet.