Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/80

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 76 )
FABL 63.


Ar Voeen hac ar Benduën.


En disput e voa ar voeen
Assambles gant ar benduën
Abalamour d’ho c’halite
Ho c’honstanç hac ho fermete.
Mimprisa a re an voeen
Hac injuria’r benduën
Dre ma voa, emei, inconstant,
Gant an oll avel variant.
Ar benduën sur a dave
O c’hortos eur pennat goude,
Ha deus ma teuje ar c’hoari
E c’halje dont d’en em venji.
Arruout eta a eure
Abars eur pennat goude-ze
Avel rust hac a estonas
Ar forest oll gant an orach.
Ar benduën a obeisse
D’an avel vras-ze, pa scoe ;
Duman a deuont a bep coste
Deus an eil tu hac egile.
Gant eun ourgouil vras ar voeen
Da resista a selc’h e fenn.
O chom ep plega en e stad
Ma voe tennet memeus e zroad.

Sans moral.


Furoc’h ha prudant eo ar re
A dao gant crenvoc’h evite,