Gant e droad ouarnet deus-tu
E roas deàn eun tol ru,
A dorras e dal hac e zent ;
Neuse e partias qen qent.
Ar paour qez bley en em gleme ;
Dezàn e-unan e lare :
O ! justamant e c’handuran :
Qiger e voan bete vremàn,
Hac en deveus c’hoanteed va min
En em fourra da veudeucin.
Sans moral.
Neb a chanch a gondition
Da eun all, eb cavet reson,
A deu d’en em lacât dies
Hac a servich d’ar goaperes.
————
FABL 65.
Al Louarn hac ar C’hog.
Eul louarn hep conzantamant
A laze yer eur paysant ;
Ma clascq ar paysant fesson
Evit galloud tenna rezon.
E lassou en devoa stignet :
Al louarn a voe qemeret.
Ne voa presant nemet ar c’hog
P’en devoa gred e gammet zod.
Al louarn ontàn a c’houlle
Ober an eil pe egile