Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/9

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 5 )


Evel ma ra cals eus a dud,
A renqo lacât evez mad
Petramant ho deo calonat.
Mar bent eun neubeut diavis
Ar milan e vo ar justiç,
Hac ar re a vo o voelet
Ne vefont qet cals contristet.


————


FABL 4.


Ar C’hy hac an Dànvad.


Eur c’hy deus e volonte vad
Dirac ar bley a accus an dànvad :
Tri hectolitr hed, emezàn,
A rencq din-mèn an dànvad-màn.
An dànvad voa disanoudec
Er pes en devoa goulennet ;
Mæs ar bley o vea presant,
E roas e gonsantamant.
An dànvad a zigaree
Da zonet da bea e c’hle.
Ar c’hy en cit dirac ar jug ;
Neuse e teuas da revus.
Ne glean netra, emezàn,
En fesson ebet d’ar c’hy-màn :
Ar bley en tu gantàn a voa ;
N’en dê qet just din e bea.
Eur bromesse a ve forcet
Ne gle qet a vea heuliet.