Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/90

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 86 )


O ! paour bouc’h, en deus lavaret,
Ma pije qement a speret
Hac a sqient da ober sonch
Hac a varo so eus da c’hronch,
Ne vijes james disqennet
Er punç-ze hep beza zonjet
Dre pez gis nac en pez moyen
E c’haljes goude en em denn.

Sans moral


Darn en em four en affero,
Re-all a gommanç labourio
Araug m’ho deve comprenet
Penaus e vezo finisset
Na da betra en em denno,
Pe var vad pe fall e vezo.
Dre ze e qemeront ar c’his.
Demeus ar bouc’h-ze diavis.

Item.


Dre’r louarn eo represantet
E qeffet cals a vignonet
Had a roï dec’h esperanço
Pa voint o c’houlen zicourio :
Evel m’ho deo tennet ho fenn
Ho lezfont en creis ar vouillen.


————


FABL 72.


Ar C’has hac ar C’hog.


Eur c’has a lamme gant furi
Da gaout eur c’hog d’en maltreti.