Ne voye petra da laret
Evit e repren hep sujet :
Nemet dre importunite
Oll dud an ty a zifune ;
Gant e zotis vras o canàn,
Ne aille den repos gantàn.
Ar c’hog, o clascq en em escus,
A respont dezàn truezus :
Mèn a ra qement ze evit
Ma servijo dê en profit,
D’ho difuni mintin c’houlo,
Da vont abred d’ho labourio.
Qê, eme’r c’has, causeer coant,
Ze ne ampech n’en dout mechant.
Ar c’hog a c’hoante adarre
Clascq e excus da gement-ze.
Ar c’has ne c’hoante qet qemer,
A yez voas eus voas en coler.
Canjoly, meàn, reomp re,
Mæs ne achapi qet fet dê.
Pretexto voalc’h a ve cavet
Ha qistiono fessonet
Pa ve c’hoant da ober droug chanch
Ha combajo d’an innoçanç.
Caer en deve lavaret mad
Resonio hac a ve valabl,
Persuadi qement so red,
Gred e vo goap eus e glevet.