Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/101

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
100
AN TI SATANAZET

e-unan, abalamour en doa graet un dro-wenn.

— « Petra a lavaro Job ? » a soñje-eñ.

Dres d’an ampoent, dirak ar Genkiz, e welas Job o tont eus ar penn all, staget outañ ur fas karn.

— « A ’ta, Lom ? Hag ar vag ?… »

— « Bag ebet !… »

Ha Lom a zisplegas dezhañ dre ar munud ar pezh a oa c’hoarvezet gantañ.

Job a c’hoarzhas.

— « Ha bag ar skluz, Job ? »

— « Bag ar skluz a zo d’ar skluz, en deus lavaret din ar skluzier, » a respontas Job ; « ha ne vezo prestet na da Ber na da Baol. »

— « Petra ’raimp neuze ? »

— « Neuze eo ret deomp mont da c’houlenn bag ar Giouidig. »

— « Hag e vo prestet deomp ? »

— « Hag e vo prestet deomp, sur. »

— « Mat ! deomp da c’houlenn anezhi. C’hwi a roeñvo ha me a furcho goueled ar stêr gant ar c’hrap. »

— « Me a roeñvo, » eme Job, lorc’hus, « ha c’hwi a daolo ar c’hrap er stêr. »

Hag ar baotred en em glevas, neuze, diwar-benn lodennañ an heritaj : Job en dije bet un hanterenn, ha Lom an hanterenn all. Job, avat, a soñje en e benn e-unan : « Lom ne oar ket roeñvañ ; va lodenn-me a dlefe eta bezañ brasoc’h eget e hini. Un dra just eo. »

Ha Job ha Lom d’ar Giouidig.