— « Prestañ va bag pe chom hep ober a zo ingal din. »
Job a lakaas e zorn e godell gleiz e chupenn hag a dennas diouti ur bilhed a hanter-kant lur.
Lom a chomas alvaonet-naet, o welout ur bilhed ken prizius o tont er-maez eus godell e vignon. Luchat a rae war-du an tamm paper talvoudus, mes ne luchas ket e-pad pell amzer, rak Yann a astennas e zorn, ha dao ! e-barzh an armel.
— « C’hwi a zo ker pinvidik-se, Job ? »
— « Pinvidik, a lavaran-me. Paour-razh on, paour-razh Lom. An hanter kant lur-se n’int ket din. Roet int bet din, er beure-mañ, evit mont d’ar bourk, da baeañ, e ti ar Saliou, ar sukr, ar c’hafe, ar chikore o deus prenet ar merc’hed e-pad ar miz diwezhañ. »
— « Ha bremañ, neuze, penaos e reot ? »
— « Me a lavaro lakaat ar c’hafe hag ar sukr war goch ar butun, hag en devezhioù-mañ, me a baeo va dle, gwenneg evit gwenneg. Lom, rak, aes eo gouzout n’eo ket din-me da baeañ ar vag, nemet d’ar voereb, d’hor moereb an hini eo… Ha ni a lavaro dezhi eo koustet deomp ar vag… kant lur… Ha goude… an heritaj… »
— « A ! loen fin !… »
— « Peoc’h ! »
Rak Yann ar Giouidig en doa serret ha prennet an armel hag a zeue eus ar penn all d’an ti.
— « Kemerit va bag evit tri devezh, » emezañ.