Kavout a rae dezhañ e oa ur rejimant a-bezh er vag. Siwazh dezhañ ! ne oa ket evit ober un disterañ diskuizh, rak an dour a oa bras hag an tizh a vounte dalc’hmat ar vag war an tu enep. Job a oa troc’het e skoazh.
— « Lom, heñchit reizh ar vag ’ta ! »
— « Heñchañ mat a ran anezhi, Job. »
— « Ne rit ket. Mont a ra he fri da skeiñ ouzh ar ribl ! »
— « Ne da ket, Job. »
— « Mont a ra, pa lavaran deoc’h. »
— « Pa lavaran-me, ne da ket… Oc’ho ! oc’ho !… »
Job a gouezhas war e fri ; Lom a hope evel ul leue o vont da veuziñ. Petra ’oa c’hoarvezet ? — Ar gordenn ya ! kordenn ar vag a oa torret ! A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag :
— « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »
Job a redas war-lerc’h ar vag evit klask pakañ ur penn eus ar gordenn dorret. Allas ! allas ! ar vag a rede buan d’an traoñ, ha, gwashoc’h c’hoazh, aet e oa da greiz ar stêr.
— « Lom, Lom, kemerit ar roeñv ! Roeñvit ’ta ! Na hopit ket, mil tanfoeltr ! »
Lom, avat, ne gleve ket.
Mes tud a glevas er parkeier tro-war-dro, hag unan anezho a oa Yann ar Giouidig. Buan, buan e redas betek ar stêr.