Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/28

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
27
O ! MOEREB, MOEREB, MUIAN-KARET

An deiz-se, lun vintin goude pardon Landremel, Job a zihunas war-dro nav eur, ha Lom war-dro nav eur hanter. Skuizh e oant o-daou, hag ar pikouz a oa start da zistagañ diouzh korn o lagad. Job a grafignas e benn hag a zigoras e c’henou, hag ober a reas kement a drouz en ur zigeriñ anezhañ, ma voe dihunet Lom, kousket en ti all.

Sevel a rejont o-daou d’ar memes mare.

Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos. Da Lom e voe lavaret gant e c’hoarezed e oa gwelloc’h dezhañ chom war yun betek kreisteiz.

Lom eta ne zebras tamm ebet, ha Job kennebeut, rak ar soubenn rous ne blije ket dezhañ, an deiz-se.

Chom hep debriñ, mat ! Mes chom hep evañ a oa un afer all.

Lom a wiskas e zilhad, goustad, evel ma rae pep tra, hag e kavas gras pa welas e pare an heol er porzh.

Tremen a reas e-biou da di Job. Ober a reas e toull an nor :

— « Ho ! ho ! »

— « Ya, ya ! » a voe respontet dezhañ eus an diabarzh.

— « Hiziv ez eus pardon c’hoazh, Job. »

— « Ya, ya ! Lom, prest on. »