Hag o-daou en hent war-du Karreg-al-Louarn, da welout o moereb.
Mont a raent o-daou dre an hent-karr ; er c’harzh, al laboused a gane hag a c’hwitelle, seder, ha pep hini anezho a gomze en e yezh.
— « Setu aze daou vezvier ! » a lavare ar pintig.
— « Da sistra emaint o vont », eme ar vran du, eus beg ur penngos derv.
— « O ! n’emaint ket ; o ! n’emaint ket, » a respont ar voualc’h.
— « Da belec’h eta ? moualc’h beg melen. »
— « Da belec’h, bran du ? Da belec’h ? Diskenn war brank izelañ ar wezenn hag e klevi anezho o kontañ o zroioù kamm. »
Al laboused a selaouas. Klevout a rejont an daou sistrer o komz evel-hen :
Job : — « Emberr, me a yelo en ti. »
Lom : — « Me a chomo er-maez. »
Job : — « Me a livo komzoù flour d’ar voereb. »
Lom : — « Me a daolo evezh war an treuzoù, ha, bep ar mare, e rin cholori re bar da hini paotred ar Sabad. »
Job : — « Ar voereb a zo aonik. »
Lom : — « Bezit dinec’h ! Spontet e vo, pa glevo labous an Ankoù o c’hoari en-dro d’an ti. »
Job : — « Ha ! ha ! ha ! Ni ’zo paotred fin, memes tra. Ha ! ha ! »
Al laboused a gomze adarre, pep hini en e yezh :
— « O ! da Garreg-al-Louarn emaint o vont. Da welout o moereb ! Da spontañ o moereb !… »