ma timezit evit lakaat ho kwreg gwalleürus war an douar. »
— « O ! moereb, moereb muiañ-karet ! » a lavaras Job.
— « Petra ’zo, Job ? Pelec’h hoc’h eus kavet an anv brav-se : moereb muiañ-karet ?… Mes petra ’welan ? Stouiñ a rit ho penn, ha c’hwi, Lom, emañ an dour en ho taoulagad ? »
— « O moereb, ne ouiemp ket… »
— « O moereb, ni ’grede deomp… »
— « Petra ’zo c’hoarvezet, va nized ? »
— « Ne ouiemp ket, ne ouiec’h ket… »
— « Ni ’grede deomp… »
— « Setu aze ur gudenn ! »
— « A ! moereb, moereb muiañ-karet, » eme Lom, ur c’heloù… ur c’heloù trist… Ken na eo trist a-walc’h… ha re drist zoken… Hon eontr Herri a zo beuzet ! »
— « Beuzet ! » a lavaras ar voereb strafuilhet.
— « Beuzet ! Allas ! »
Mes ar voereb ne selaoue mui, ne gleve mui,
kollet ma oa ganti he holl anaoudegezh.