Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/47

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
46
AN TI SATANAZET

Klevit eta an daou baotr yaouank kozh o tibunañ istor an teñzor evit gallout lakaat o c’hrabanoù war an teñzor all, kuzhet, hennezh, en armel.

Job. — « E Beg-ar-C’hraneg ez eus un teñzor bras. »

Lom. — « Un teñzor ha n’eo ket bet kavet c’hoazh ».

Job. — « Ar c’hastell a zo bet dismantret. »

Lom. — « An teñzor a zo chomet kuzhet. »

Job. — « Er c’hastell e oa priñsed gwechall. »

Lom. — « Ha bremañ emaint er bed all. »

Job. — « Ur puñs a bemp kant troatad. »

Lom. — « Ur puñs a bemp mil meutad. »

Job. — « Ur puñs don ha leun a zour. »

Lom. — « Furchadeg bloaz evit kant den dilabour. »

Job. — « Moereb, c’hoant kousket hoc’h eus ? »

Ar voereb. — « N’em eus ket c’hoazh, va niz. »

Job. — « E goueled ar puñs ez eus un teñzor burzhudus. »

Lom. — « An hini a gavfe anezhañ a vefe eürus.

Job. — « Arc’hant gwenn. »

Lom. — « Aour melen. »

Job. — « Ha kalz traoù all ouzhpenn. »

Lom. — « Kousket oc’h, moereb ? »

Ar voereb. — « N’on ket c’hoazh, va niz. »

Job. — « Arc’hant lugernus. »

Lom. — « Aour skedus. »

Job. — « Un teñzor burzhudus. »

Lom. — « Brasoc’h eget hini Kresus. »