Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/53

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
52
AN TI SATANAZET

soñjas adarre ar voereb, « pe e vefe henozh ul loar he sklerijenn gamm. N’eo ket, kennebeut, skleur un tangwall, difiñv ma ’z eo ar sklerijenn war ar prenestr. Petra ’ sinifi kement-mañ ? »

Mari a zibikouzas he daoulagad kenkas e vije bet c’hoazh oc’h huñvreal.

N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.

Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri. — Doue a bardono ! — en e stern bras, a-zioc’h mantell ar siminal. Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval.

Mari a laoskas ur c’hri, hag a stardas al liñserioù en-dro dezhi. Stouiñ a reas he fenn, hep krediñ sellout.

Goude un abadenn, e savas he fenn, hag e sellas adarre.

Ar sklerijenn a fiñve, a dostae, goustadik.

Ya ! fiñval a rae ar sklerijenn war vantell ar siminal, ha tostaat a rae didrouz ouzh tal ar gwele.

Mari a guzhas he fenn dindan al liñser, spontet.

Ne sellas mui.

Ne selaouas mui.

En he fenn, e klaske gouzout petra sinifie ar