Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
UNNEKVET PENNAD
An daou gilhog-raden
D’ar meurzh-vintin, — rak n’eus nemet daou zevezh abaoe m’eo komañset an istor-mañ, — Job a savas abred. Debriñ a reas e soubenn a-loaiadoù bras evit mont er-maez ar buanañ ar gwellañ. Edo o sevel diouzh taol evit mont kuit pa lavaras e vamm dezhañ :