Job a savas e benn. An den a doc’hellas. Job a hopas :
— « Lom ! »
— « Oc’ho ! » a voe respontet dezhañ.
Lom a lammas dreist ar c’hleuz hag a gemeras plas e-kichen Job, dindan ar raden hir.
— « Dreist-holl », eme Job, « n’ac’h eus ket lavaret er gêr omp bet en noz-mañ o c’haloupat ar c’harter ? »
— « Lavaret em eus omp bet o c’hoari kartoù e Kervetouz. »
— « Betek pet eur ? »
— « Betek teir eur hanter. »
— « Ganin-me ? »
— « Ganeoc’h ! »
— « Ha me am eus touet on bet kousket e-pad an noz ! »
— « Ha me am eus lavaret em eus klevet trouz, un trouz spontus : labous an Ankoù o c’hoari an dro da Garreg-al-Louarn. »
— « Ha me n’em eus klevet seurt ebet. »
— « C’hoarezed », eme Lom, « n’eo ket brav d’ur breur displantañ gevier dezho. »
— « Padal ur vamm », eme Job, « a gred gwall alies gaou bras ha gaou bihan he mab. »
N’eus forzh, dianken e oant.