mañ ne vo ket satanazet, pe gwazh a se e vo evit an diaoul. »
Ar merc’hed a drape hag a drape an toaz ar buanañ ar gwellañ ; rak hiniennoù anezho a oa diwezhat gant o labour.
Neuze ar baraer, peogwir e oa roue en e di-forn, a lavaras :
— « Ma chom prennet ho kenoù bremañ, genoù ar forn a chomo serret ivez, la ! Grit evel ma karit ! »
Ar merc’hed a sellas tro-ha-tro ouzh Katell ar Vourc’h-Kozh hag ouzh Chann ar Runigoù gant an aer da lavarout dezho : « Deoc’h eo d’en em ziskuilhañ. »
Katell a laboure he bara ha Chann a rae evelti hag hini ebet anezho n’he doa amzer d’en em ziskuilhañ.
Ar baraer, avat, en doa taolet kont diouzhtu piv a oa kablus ha piv ne oa ket.
— « Alo ! ar bara amañ ma vo poazhet. »
Katell ha Chann a roas o bara war-lerc’h ar re all, dre ma ne oant ket prest gant ar c’holl-amzer a oa c’hoarvezet. Mes pa oant deuet da ginnig o zoaz d’ar baraer, hemañ a lavaras dezho, krenn ha kras :
— « N’eus ket a blas ken. »
Hag e serras ar genoù war ar forn hanter-c’houllo.
— « Mes !… mes !… »
— « Na mes… na netra !… Rak mar deo satanazet Karreg-al-Louarn, ne fell ket din, e mod ebet, e vefe ivez satanazet va zi-forn. Rak an