Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
97
UN AFER FALL
— « Mont a rin da c’houlenn ar vag pe ne din ket ? » emezañ dezhañ e-unan.
Teurel a reas ur sell a-dreñv, war ar vag bounner staget, aze, ouzh ar ribl, ha Lom a gollas adarre fiziañs en e blanedenn.
E-lec’h mont da Giouidig, kemerout a reas hent Penn-ar-Pont, da vont da gavout Job ; hag e lavare, dre ma kerzhe a-hed ar stêr :
— « Un afer fall ! un afer fall ! fall ! fall ! »