dilhad-sul. Anna, otivorediñ, a sellas dre werzhidoù he gwele.
— Da belec’h ez it hiziv, mamm ?
— Da Gastellin, Anna.
— Da Gastellin ?
— Da glask ar medisin.
— O ! n’it ket, mamm. N’it ket ! N’it ket !… Me bareo… Ne fell ket din kaout medisin war va zro. Me a bareo, mamm. N’it ket !…
— Ar medisin, Anna, a zegaso ar pare buanoc’h.
— Mamm !… Mamm !…
Berc’hed ne sentas ket ouzh he merc’h.
War he gwele, Anna a zifronke.
Estrenvanet ha laouen e oa kalon Berc’hed Tregidi en ur vont da Gastellin. Biskoazh moarvat n’he doa gwelet ken kaer an heol o parañ war letonenn an hent, hag e kave e oa ar wech kentañ dezhi klevout al laboused o kanañ. Dirak koad al Luzeg e chomas ur pennadig da gomz gant ar miliner diwar-benn an amzer glouar hag ar mintin glas…
Ne oa ket aet c’hoazh he mamm betek Sant Kouli ma savas Anna diwar he gwele. Gwiskañ a reas ivez he dilhad-sul, hag e tiskennas dre an hent don a gas d’ar vengleuz vras.
Ur mintinvezh, e savas ur c’horf war c’horre an dour, er penn pellañ eus ar vengleuz vras. Ar mouilc’hi a c’hwitelle, e-kichen, er bodennoù haleg, ha falc’herien a dregerne o youc’hadennoù e foenneg ar stivell.