Pajenn:Riou - Ar Morskouled.djvu/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR MORSKOULED [1]


————


Noz, noz tenval ; hanter-noz pe ouspenn.

Daou emaint ’barz an ti, unan koz hag unan yaouank, gourvezet ouz eun daol prenvedet, graet an hanter anezi gand eur planken brein ha brevet, bet dislonket gand ar mor… O dremm vlevek ’zo kuzet en o daouarn monsek.[2]

Dagorn — hano an hini koz — a zav e benn ; sellet a ra ouz e genseurt : eur mousc’hoarz a darz war e vuzellou, mes e vousc’hoarz n’eo ket henvel tamm ebet ouz ar mousc’hoarz laouen a zav eus betek dounder ar galon. Ger ebet ne zeu er-meaz e c’henou ; e dal ’gouez adarre war palm ledan e zaouarn hag e spered en e brederennou.

Al lojeiz eo paour meurbed an diabarz anezan. Ouspenn an daol vrein ema an daou zen gourvezet outi, e weler e pep tu d'ezi eur skaon vezo talfaset gand eun oberour n’eo ket e vicher ober ze. He netra ken. E beder voger d’ezan ’zo sklerijennet dister gand eur c’houlaouenn-rousin, hag ar mogeriou, an holl draou, ha dremm an daou zen a zo lakaet ganti warno liou ar mergl, liou an devet.

Rouejou, kerden brevet, neud rostet ha torret, sturiou didammet, tammou gwerniou, eoriou merglet, roenvou brein ha loueded, dilerc’h ar mor goude eur pense, a weler stranet war al leur-zi.

Eur prenestr bihan, diwerenn, ’zo toullet er voger e tu ar c’hornog. Boutadou avel en em stard, en em wask en eur lammet dre ennan evit dont ’ barz an ti gant yud ha gant klemm. Ne weler er-meaz dre ar prenestr-ze nemet tenvalijenn dall. A vare

  1. Ar morskouled, aigles de mer ; grands oiseaux de mer, genre oiseaux de proie, qui ne vivent que de poissons ; ils planent comme l’épervier et piquent du haut des airs avec une rapidité incroyable. — Ici : les naufrageurs.
  2. Monsek. Terme très usité à Châteaulin et alentours pour désigner quelque chose grossièrement taillé