Brumenn wenn ar beure a deuze e goueled an draonienn gant heol mezheven o c’horiñ.
Rivanon, o pignat gant diribin an dorgenn, goustad, evel gwall sammet, a chomas harpet e hanter hent. Teurel a reas ur sell a-dreñv e gein, hag e welas e oa kaer an draonienn gant ar glizh war ar c’hlazenn hag an heol o parañ enni penn-da-benn. Alanat a teas, evel huanadiñ, hag, e-kreiz-holl, en em gavas skuizh. Hogen ne oa ket skuizh e gorf. E galon avat, ne lavaran ket.
Didrouz e oa an draonienn ha ne fiñve enni nemet lufr an heol war ar c’hlazenn c’hleb.
Rivanon a sellas en-dro dezhañ ha ne welas hent-karr e nep lec’h. Hogen ne glaskas ket gouzout ha dont a rae kouerien da zastum eno ar geot hir. Ne soñjas nemet en un dra : an draonienn a oa gwerc’h ha dizarempred.
Arvestiñ an draonienn didrouz ha dizarempred a oa dudi da galon Rivanon. Merzout a reas e oa ar c’hlazenn, e-kreiz an draonienn, drusoc’h eget er gwrimennoù. Eno, e brizheol ar geot hir hag an elestr, e piltrote moarvat ur wazhig, hag he dour, en ur ziskenn, a c’hoarzhe en he lammoùigoù d’ar gleskeri o tihun e freskadurezh ar prad.
C’hoant a zeuas da Rivanon diskenn betek goue-