Pajenn:Riou - Ar run-heol.djvu/3

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Ne gavas morse poltred disi e-touez e oberoù. Hag eñ en doa klasket atav livañ ar wirionez kaer, ar gened kenedus hag ar c’hlanded c’hlan…

Neuze, digalonekaet, e kuitaas ar gêrbenn. Dont a reas da gornog e yaouankiz, da gestañ ha da gavout marteze, war ar maez, er glaster hag en heol, an disterañ eus ar vuhez c’hlan en doa klasket betek-hen, e lec’h all, en aner.

Rivanon a arveste an draonienn heoliet. Gant gwrez an deiz e save diouti frondoù ar geot hag ar bleunioù, hag e pep tu e vouskane ar sev nevez a-us d’an douar o strujañ. Saouzanet e chomas, hag al levenez a waskas e galon a oa burzhud hag estrenvan.


An heol a oa uhel ha kreisteiz tremenet. Rivanon a oa azezet bepred en hevelep lec’h.

Bolc’het-mat e oa an abardaez ha skeud ar gwez, en tu all d’an draonienn, a voukae en amc’houlou. Sevel a reas hag e kendalc’has da vont war-raok, en arvar, e c’hwez vat ar maezioù didrouz.

En em gavout a reas gant ur c’houer o tont eus ar brouskoad gant ur gazeliad aozilh.

— Emaoc’h o pourmen, aotrou ?

Ar ger aotrou ne blijas ket da Rivanon. N’en doa mui, e feson, dremm an den eus e vro ?

— O pourmen emaon.

— Ar c’haerañ mare eus ar bloaz hag eus an deiz evit an hini en deus amzer d’ober baleadennoù war ar maez. Me a zo bet o troc’hañ aozilh er brouskoad, aze, rak ar paneroù nevez a zeu da vezañ, goude ur bloavezh labour, paneroù kozh ha didalvez.

— Klevit, va eontr, daoust hag ez eus un hent da vont betek an draonienn ?