— Karout a rafen gouzout anv ar gêr-mañ.
— Ar Run-Heol a vez graet anezhi, aotrou.
— Un anv kaer, hag e tere kement ouzh anv ho merc’h.
Ar vamm a sachas herr war hec’h alan.
Hag an tad :
— Levenez a zo bouzar ha mut.
Ar vamm a gendalc’has :
— Ur wall blanedenn kouezhet warni d’he femp bloaz. Ur blanedenn griz penn-da-benn, siwazh ! Rak bremañ, d’he zriwec’h bloaz, emañ taget gant ur c’hleñved langiz.
Levenez, ul lien leizh war he zal morlivet ha lufr an heol war he blev kazugel, ne oa mui ar bennhêrez a domme he gwad divi ouzh tan oaled he zi… Rivanon a wele dirazañ, disi, skeudenn ar gened ganet en e huñvreoù.
Ur c’hwitelladenn drant a dregernas er porzh.
— Ar moñsig o tont eus ar c’hovel.
Mestr an ti a savas eus taol. Rivanon a savas ivez da heul. Kimiadiñ a reas diouzh ar vestrez, hag edo o vont da lavarout kenavo d’ar verc’h pa zeuas soñj dezhañ e oa ar bennhêrez bouzar ha mut.
Levenez a serras he malvennoù war he daoulagad kaer. Ar malvennoù, avat, a zigoras adarre pa gerzhe Rivanon dirak prenestr an ti. Ar bennhêrez a droas he fenn. Hogen, ne welas den er porzh, en amc’houloù, gant mibien he daoulagad o tourenniñ. Merzout a reas evelato war he barlenn skeud an arzour o tremen…
Ar gouerien a oa diskennet Rivanon en o zi a lavaras ne vije ket chomet mui gwall bell an arzour en o bro. Trist e oa deut da vezañ, hervezo, ha ne