Pajenn:Riou - Barzhonegoù.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


INTROIBO


Henozh emañ pellgent an deiz kentañ eus ar bloaz,
an deiz kentañ eus ar bloaz mat ;
ra viro an Aotrou Doue maouez ha gwaz
diouzh anken ha kalonad.

A-hed an amzerioù tremenet pe da dremen,
ha koshoc’h e vezomp goude ur bloavezh all,
pirc’hirined dizesk ha dall,
mibien reuzeudik mab-den ?
Nann, ne goshaomp ket dre ma’z eomp war an oad.
Eus hon derou henañ da ziwezh hor buhez,
ez eomp war yaouankaat bemnoz ha bemdez,
e yaouankiz hon Tad.

Ganet omp er pellgent,
en draonienn dizudi, tud enni o kunudañ ;
hag edo kroget ar riell e skoasell an hent,
da bred hor ginivelezh, hor yaouankiz koshañ.
Hag edo skornet an avel war ar run,
pa ziskennas ar Vuhez da bokat dimp,
ha da luskellat hor c’hentañ hun,
e traonienn ar glebor hag ar frim ;
hag edo gurudet ar richodenn e gwaskedoù ar roz.
Hag astennet ar paour divouedet hag eok
war revenn wenn an noz,
en traonienn deok.

Henozh emañ ar bloaz nevez,
ar bloaz nevez o tigeriñ ;
ra viro Doue tud an ti
diouzh naon ha dienez.