Pajenn:Riou - Barzhonegoù.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SERR-NOZ


Azezet e oa war lez an aven,
O c’hortoz an hini a gare.
Uhel e oa an heol pa zegouezhas er glen.
…En-dro dezhañ e noze.

En halegoù e bleuñv ar vilzig a oa tavet ;
War gorre ar c’hegid gwenn an nadoz-aer a vorede,
hag eñ a c’hortoze
ar plac’h na zeue ket.

E bevenn ar c’hornog e taskrene ruzoni,
Skeud ar c’hegid gwenn a varve e-barzh an dour,
Lano blot ar vorenn a bigne lizidour.
Hag eñ a welas e oa o noziñ.

Sevel a reas goustad,
Kemerout a reas en-dro gwenodenn an dorgenn,
Hag an heol o vervel a skuilhas en aven
Ur veradenn wad.