Pajenn:Riou - Brec hilllien.djvu/6

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Kaoz ’ta, penn dir ! eme unan, o skei war benn Brec’hillien gant e c’hleze pounner. Komz a ri pe na ri ket ?

— Krougomp anezan dre e dreid ouz ar skourr tosta ! eme unan all.

Brec’hillien a jomas mud.

Eun nerz birvidik a eüne [1] d’ezan e holl gigennoù, hag e zaoulagad, o virvi gant ar gasoni, a bare e daoulagad an dud gouez.

— Mud ’jomi ? eme eur bevare, o kas e varc’h warnan, ken a gouezas ar manac’h dindan kern al loen.

Brec’hillien a zavas prim evel gant nerz e ugent vloaz.

— Ar Vretoned a zo mad e-lec’h m’emaint, emezan, ar re varo hag ar re veo. Koun ar re varo a enaouo bepred en hor c’halonou an droukrans o vervel ; hag ar re veo, a re a dec’h, a grogo en ho tiadreñv, pa vo a sonj an nebeuta. Malloz d'eoc'h, mar ziskuizit dievez. Pep Breizad a zo gedour evit e vro, hag e tigouezo d'eoc'h dihun, naren d'eur goulou-deiz, d’eun noz diboull ne lavaran ket, a vo enni skrignadeg ’met skrignadeg dent.

— Petra ’lâr ? eme eur penn-lu, en eur starda gant e vorzedou e varc’h gouez digabestr… Mar guzez ouzomp eun dra bennak, e vi staget ouz ar wezenn aze, ha kement goaf a zo aman a vo ruziet ez kwad. Fellout a ra d’eomp gwalc’hi an douar-man eus roudou da c’houenn gwan, dinerz, mez ru ar bed… N’eo ket te a vo an diveza hini a vo lazet !…

— Nann, n’eo ket me a vo. Abarz nemeur, aman, bugale hor meneziou a lavaro : — « Aman a ziskuizas ar Zaozon ! » — hag e tsitroin gant heug ; — « Aman a dinellas ar Zaozon ! » — hag ar park ne vo ket marret ; — « Ar stêr-mañ a ruzias gant o gwad ! » — ha ne evint ket ouz he zour… Lazit ac’hanon !… Met malloz d’it !… Beleg Doue oun.

N’eo ket komzou, met spouron eo e teue eus e c’hinou.

— Ma vije bet an holl Vretoned evel heman, eme er penn-lu d’e vrezellerien, ne vije ket bet gwall werzerien en o zouez, ha ne vije ket bet brao dont a-benn outo !

Den ne eilgerias anezan.

Ar Zaozon a oa moredet war o c’hezeg : n’o doa ket int kemeret ar boan da zont dioc’htu war-lerc’h an dec’herien… Nerz ar banvez, gant c’houez ar gwad en o dilhad, a zave en o fenn.

— Ar Vretoned, am eus touet d’am doue laza beteg an diveza hini anezo, a c’hell breman tec’het e peoc’h. Tud mud ha diboell evit am hencha, ha kouskerien d’am heul !… Ma ! kouskomp aman… Eur pennad zo, ez eo eat an heol da guzat, ar gwenojennou a zo tenval… Met ’benn warc’hoaz, e vo redadeg a-dreuz, keit ha ma pado ar c’hezeg, hag hor c’hezeg-ni forbuet, e vo kavet kezeg all !… Ha te, manac’h, te a gousko henoz gant ar

  1. Raidissait.