Pajenn:Riou - Dogan.djvu/16

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


LOM

(Krenn), Ar monumant a zo bet dihastet.

JEREMI

Hañ !

LAOU

A zo bet diskaret.

JEREMI

Monumant piou ha monumant petra ?

LOM

Ar monumant kaerra a oa e kêr Roazon.

JEREMI

Hini plasenn an ti-kêr ?

LOM ha LAOU

Ya ! Monumant an Unvaniez !

JEREMI

Ar Mo... Ar Mo... mo... nunu... Allaz ! Allaz ! (Hag e kouez war e goañze, mantret).

LOM

(Mao an tamm anezañ, gand e zeskadurez nevez prenet) Gouzoud a rez, Laou : an unvaniez etre Breiz ha Bro-Hall ?

LAOU

Gouzoud a ran ; mil bell ’zo eo bet desket din ar gentel-ze euz on istor.

LOM

Te ’ oar an dra-ze mil bell ’zo ha me n’em-eus desket ar gentel-ze nemed ar mintin-mañ, - gand ar gazetenn ! Gwir eo, n’on ket bet keid ha te er skoliou ha den ne zeskas din e oe ar Vretoned, gwechall goz, o mistri dezo o-unan. Pevar hant

14