Pajenn:Riou - Dogan.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
LOM

Marteze emaint war-lerh an dorfetourien ?

JEREMI

(Selled a ra ouz Laou a tastum e gartou.) Petra an dra-se ? Ma n’eo ket malevuruz ! Servicherien ar Vro o c’hoari "manille" hag an tan e kêr hag an dorfetourien o redeg ! Den n’en-doa gouezet, den n’en-deus gwelet ! (Gwinta a ra gand penn e vaz ar hartou a-ziwar an daol.) N’eus bet den gloazet na lazet ? N’eo ket euz ar polis e komzan, nemed eus an dremeni-di.

LOM

N’on-eus klevet klemm ebed war ar blasenn, Aotrou Komiser.

JEREMI

Ken buan eun tad a famill o vond abred da gemer an tren, pe eur paour kêz micherour o vond da besketa, a vije bet tizet gand an tammou houarn talmet ha strinket tro-war-dro. Petra ar baperenn-mañ ?

LOM

Abaoe deh, d’an noz, ema war ar bureo. Soñjet em-boa da genta he has deoh d’ho ti.

JEREMI

Ne dalveze ket ar boan. Arabad e vije bet, zoken. Pa ne deuan ket d’ar bureo, ar paperennou degaset em ano a zo da veza miret war ar bureo, nemed urz e vije bet roet dit a-raog, d’o degas din, d’am zi. (Regi a ra golo ar baperenn, benn a ra ar baperenn). Tonnerre de Dieu ! dleet e oa degas an dra-ze din dioustu.

LOM

Mez...

JEREMI

D’ar red, d’ar red...

19