« Da darz an deiz gand arm o tarza, ni a lido dirag ar bed oll, ar pevare kantved. » Al lizerig a zo sinet : Berneza.
Eun ano flour.
Mil bennoz : ano va gwreg !
Gouzoud a ran.
Gwaz pe vaouez eo Berneza ? E skritur moul eo bet skrivet al lizer ha gand ar skriverez eo sinet an ano.(Eur pennad) N’eus forz ; dond a rin da houzoud ha dindan bragez pe dindan broz e kavin krohenn Berneza...
Al lizer-ze a oa eul lizer sakr.
Anzavet hoh-eus. Sklêr eo an afer penn-da-benn ha ne dalvez ket ar boan chom da furchal pelloh. Setu amañ, a-berz ar barner, eur baperenn hag a bed ahanoh da zond bremañ d’am heul.
Ho polontez bezet greet !
C’hoarzit goap da hortoz c’hoarzin glaz... (Eur pennad) Marteze en eur furchal pisoh e kavin eun ano all, gwaz pe vaouez, rag daou e oant evid kas o zaol da benn... Ha c’hwi, pehini oh euz an daou ? Ar gwenn pe an du ? (An Arzour a ginnig mouga kement e c’hoarz.) Goude c’hoarzadeg e vo leñvadeg, paotrig. Diskouezit din ar poltredou hoh-eus livet.