outi ! ho pedi a ran, Aotrou Komiser.
A! bremañ e pedit ! Lavaret em-boa deoh : goude c’hoarzadeg, leñvadeg. Perag ne zellin ket ouz an daolenn-ze ? Toui a rafen on degouezet war an neiz.
Eeun.
(Eüruz).
Gand m’eo eur pehed braz... Goude eur hein noaz, setu eur vaouez noaz pill ! Hudur eo gand he fenn en traoñ. Deread eo sellet ouz eur vaouez en he sav. (Cheñch a ra penn d’an daolenn. Souezet maro e chom.) Petra ? piou ?... pehini... penaoz... va... va... va... o! n’eo ket va... va... gwreg... va gwreg... va gwreg...
Ho kwreg, Aotrou Komiser.
Hañ ? Va gwreg ? Me ’lavar dit, paotrig, ne deui ket da veza eun arzour brudet. Ha va gwreg, pa deuio amañ da zelled ouz ar poltred-se a roio dit eur flahad war da fri hag a skopo dit e-kreiz da zaoulagad.
Hi eo, koulskoude.
Hi ? hi ?... Piou ?...
Ho kwreg, an Itron Jeremi. Tenna a ra dezi pe ne ra ket ?
Tenna a ra dezi, sur, hag an dra-ze eo ar gwasa, ar gwasa