evidout a fell din lavaroud. Ar penn a denn, netra ken... Ar peurrest ? Pouah ! A ! paotrig, ker e kousto dit an taol farserez-se. Ma n’eo ket spontuz liva poltred eur hast, e noaz pill, ha lakaad warni penn va gwreg. Ya ! ker e kousto dit, marmouz fall ; ker e kousto dit...
Penaoz em-bije gallet lakaad penn ho kwreg war an daolenn-ze ? N’em-eus ket dibennet eur horv na digorvet eur penn all evid lakaad da zegouezoud ar pez na zegouez ket.
Ne gomprenan ket.
Eun arzour en dije komprenet. Penaoz em-bije gallet liva ho kwreg e noaz heb hi dirazon ?
Pa lavaran dit eo penn va gwreg war gorv eur hast. Liva dre vemor dremm eur vaouez hag a weler bemdez o tremen war ar ru, n’eo ket sorserez evid eul liver. Va gwreg, honnez ? Ne denn ket dezi zoken, nag a-bell nag a-dost.
Gwir ! n’eo ket heñvel outi c’hoaz, neudenn ha neudenn, nag ar poltred n’eo ket echu. Mankoud a ra ar pik du a zo dindan he bronn dehou.
A ! O !... (Red eo dezañ azeza).
Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vad.
(Dezañ e-unan). Daou e oant war varh-dre-dan, maouez a-raog... nann, gwaz a-raog, maouez a-dreñv... An n° 50 n’eo ket ken diod ha ma krede din. Ha me a gase va gwreg... (Eur