Pajenn:Riou - Dogan.djvu/5

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


RAGLAVAR
Eur Pennadig Istor


Da ruzell-veure unan euz deiziou kenta miz eost 1932 – setu bremañ deg vloaz dres[1], e hoarveze eun darvoud, ha n’oa den en gortoz eus e strakadenn.

E-keid ma oa keal, e kêr-Wened, bokedi gant lidou pompaduz sizunveziad goueliou Pevare Kantved ar Feur-Emgleo a stagas Breiz ouz Bro-Hall, e tarze gand eur vombezenn hag e tisahe, e-kreiz kêr Roazon, ker-benn Bro-Vreiz, arouez-eñvor ar Feur-Emgleo eeun-hag-eeun, eun Delwenneg arem, hweh mil lur a bouez dezi, bet savet eno 21 bloaz a-raog.

An dra a hoarvezas d’ar zul, 7 a viz eost da 4 eur 40 euz ar mintin.

Trouz braz a reas ar poultr, e peb keñver : dindan oabl Doue hag e poull ar halonou. N’oa ket gwelet gwall-vad gant ar Vrezoned skeudenn o zujidigez, en abeg dreist-oll, ma oa bet lakaet an Dukez Anna, gant ar skultour Yann Voucher, da blega he glin dirag roue Bro-Hall azezet. Hag eun dra nevez e oa gweled Brezoned o lavaret : nann ! en doare-ze da aozerien Reuziou Gwened, klevet brogarourien oh embann, gand danvez-brezel, ne gavent ket deread e vije eñvoret, seurt eur Gouel laouen, e Breiz, gand Brezoned, ar Feur-Emgleo a reas ganto mevelien ur Bobl estren.

Paneved goueliou Gwened, koulskoude, ne gredan ket e vije bet eet hekleo tarzadenn Roazon en tu all da harzou Bro-Vreiz. Mouget e vije bet brao-braz ar helou, e heller kredi, gant Servijou an « Agence Havas ». Meneget e vije bet ar « mestaol », a-dra-zur, hogen e c’hweh linennig, ha mad, pell

  1. e 1942 e skrive Youenn Drezen