karent o bro, pe, zoken, peogwir e ouient lenn ha skriva brezoneg.
Ne oe ket dizoñjet, evel just, nag aozer al linennou-mañ, na saver ar pezig-c’hoari a vo lennet da heul, nag arzour an tresadennou.
Difreta, klask ha diglask a oe greet, a-dreuz hag a-hed, e-pad miziou ha miziou…, padal, chomet eo ar Polis… ar pez a lavar Jakez Riou. Goueliou Gwened n’o-deus mui a dalvoudegez ; ha Ti-Kêr Roazon a zo goullo atao deg vloaz diwezatoh, logell e Vonumant.
E Gwened e oa ganin Jakez Riou ha R.-Y. Creston e-pad ar Zizunvez estlammuz. Meizet o-doa raktal da begen braz he-dije tennet strakadenn Roazon ; lakaet he-doa ivez da darza ar strobinell a oa kiliet ha morzet ganti ar Vrezoned.
War an taol, avad, n’oant ket bet heb merzout ar strafuill iskiz a grogas er Boliserien ; evel merien pennfollet e oant deut da veza, en o hrugell dizahet… Ha plijadur dim, gwalh or halon !
An taol breskenn-ze eo o-deus fellet da Jakez Riou ha da R.-Y. Creston skeudennaoui, en enor da Zarvoud-Meur ar 7 a viz eost 1932, e Roazon. Evel-se, e reas, en Amzer-Goz, an dramatour Æskulos : goude emgann-treh Salamis, e-leh lakaad Hellasiz da hweza gand al lorh war leurenn ar c’hoariva, e tiskouezas dezo ar Bersed fêzet, gand o hlemmou hag o hañv du.
Skrivet ha skeudennaouet eo bet daou arvestig an « Dogan » war an tomm, er bloavez 1932. Diembann e oant chomet, beteg henn, en abeg da veur a zarvoud ; ha menegi a hellan, e-touez ar re hrevusa, maro, e miz genver 1937, or heneil Jakez Riou, ha, goude-ze, ar brezel.
Hogen, setu-ni erru war dreuzou miz eost 1942. Trouz em-bije bet, hag eñ eet da Anaon, gand an dranta hag ar muia awenet euz or skrivagnerien — anvet em-eus Jakez Riou — ma n’em-bije ket roet d’am henvroiz ar pezig-c’hoari drant-mañ, da goulz degved Deiz-ha-Bloaz diskar ar « Monumant ».
Youenn DREZEN
Roazon, 31 a viz gouere 1942.