Pajenn:Riou - Dogan 1943.djvu/10

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


E Gwened e oa ganin Jakez Riou ha R.-Y. Creston e-pad ar Sizunvez estlammus. Meizet o doa raktal da begen bras en dije tennet strakadeg Roazon ; lakaet en doa ivez da darza ar strobinell a oa kiliet ha morzet ganti ar Vrezoned.

War an taol, avat, n’oant ket bet hep merzout ar strafuill iskis a grogas er Boliserien ; evel merien pennfollet e oant deut da veza, en o c’hrugell disac’het... Ha plijadur d’imp, gwalc’h hor c’halon !

An taol breskenn-se eo o deus fellet da Jakez Riou ha da R.-Y. Creston skeudennaoui, en enor da Zarvoud-Meur ar 7 a viz eost 1932, e Roazon. Evel-se, e reas, en Amzer-Goz, an dramatour Aeskulos : goude emgann-trec’h Salamis, e-lec’h lakaad Hellasiz da c’houeza gant al lorc’h war leurenn ar c’hoariva, e tiskouezas d’imp ar Bersed faezet, gant o c’hlemmou hag o c’hañv du.


Skrivet ha skeudennaouet eo bet daou arvestig an « Dogan » war an tomm, er bloavez 1932. Diembann e oant chomet, betek-hen, en abeg da veur a zarvoud ; ha menegi a c’hellan, e-touez ar re c’hrevusa, maro, e genver 1937, hor c’heneil Jakez Riou, ha, goude-se, ar brezel.

Hogen, setu ni erru war dreuzou miz eost 1942. Trouz em bije bet, hag heñ aet da Anaon, gant an dranta hag ar muia awenet euz hor skrivagnerien — anvet am eus Jakez Riou — ma n’em bije ket roet d’am c’henvroiz ar pezig-c’hoari drant-mañ, da goulz dekvet Deiz-ha-Bloaz diskar ar « Monumant ».


Youenn DREZEN
Roazon, 31 a viz gouere 1942.

— 10 —