Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
LAOU
Koll a rez da amzer, ha koll a ri da vouez.
LOM
Koulskoude, n’oun ket evit chom hep goulenn.
LAOU
Goulenn pe chom hep goulenn a vo ingal d’imp. Pa lavaran d’it emañ, d’an eur-mañ, souchet brao e gwele e vestrezig.
LOM
Mar ne deo ket bet dihunet gant ar stailhadenn spontus, neuze moarvadt n’en-deus ket bet damant da nerz e gorf.
LAOU
Hennez a zo eur c’hole-taro.
LOM
Allo !… Allo !… An houc’h anezañ ! ne responto ket.
LAOU
Ar ger Jeremi a zegouez gant salopri… (Ar c’homiser o tont tre).
JEREMI
Allo ! petra ’ c’hoarvez ?
LAOU
Petra ’ zo c’hoarvezet ?
LOM
Eun hanter eur ’ zo emaoun…
— 15 —