Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
JEREMI
An taol, ar gwall daol… Daoust hag eo c’hoarvezet e gwirionez ?
LAOU
Mar deo c’hoarvezet ?
LOM
Flastret ha flistret.
LAOU
Mac’hagnet e kement korn ha war gement tu.
LOM
Frikaset.
JEREMI, o prederia
Hirvoudusat noz !
LOM
Eur saladenn.
JEREMI, evel o tihuni
Eur saladenn ?
LOM
Ya ! ar monumant.
LAOU
Re wir.
JEREMI
A du ganto emaoc’h ?
LOM ha LAOU
C’hopala ! ha n’emaomp ket.
LOM
Ar c’hontrol beo. Ni a zisplege an eil d’egile penaos eo c’hoarvezet an taol evit gouzout an tu da lakaat hor c’hrabanou war an dorfetourien.
JEREMI
Pet eur eo ? (Sellout a ra ouz e vontr). Pemp eur hanter…
— 20 —