Pajenn:Riou - Dogan 1943.djvu/23

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
JEREMI

Ar polis e Gwened hag ar reuz e Roazon ! O ! malloz ruz ! C’houi ’oar ha me ne ouien ket… Holl int bet kaset da Wened ?

LOM

Hiniennou a zo e kêr gant o servich.

JEREMI

Ha n’int ket deût c’hoaz en-dro ?

LOM

Marteze emaint war-lerc’h an dorfetourien ?

JEREMI

(Sellout a ra ouz Laou o tastum e gartou.) Petra an dra-se ? Ma n’eo ket malevurus ! Servicherien ar Vro o c’hoari « manille » hag an tan e kêr hag an dorfetourien o redek ! Den n’en doa gouezet, den n’en deus gwelet ! (Gwinta a ra gant penn e vaz ar c’hartou a ziwar an daol.) N’eus bet den gloazet na lazet ? N’eo ket eus ar polis e komzan, nemet eus an dremenidi.

LOM

N’hon eus klevet klemm ebet war ar blasenn, Aotrou Komiser.

JEREMI

Ken buan eun tad a familh o vont abred da gemer an treñ, pe eur paour kaez micherour o vont da besketa, a vije bet tizet gant an tammou houarn talmet ha strinket tro-war-dro. Petra ar baperenn-mañ ?

LOM

Abaoe dec’h, d’an noz, emañ war ar bureo. Soñjet em boa da genta he c’has deoc’h d’ho ti.

JEREMI

Ne dalveze ket ar boan. Arabat e vije bet, zoken. Pa ne deuan ket d’ar bureo, ar paperennou degaset em ano a zo da veza miret war ar bureo, nemet

— 23 —