Pajenn:Riou - Dogan 1943.djvu/26

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
LOM

Mont a ran.

LAOU

Mont a ran ivez. (Mont a reont).

JEREMI

Polis an diaoul ! (Eur polis o tont trumm)

N°22

Aotrou Komiser, gwelet em eus eur wetur dre dan, tiz braz warni, o vont war hent Redon. An torfedour a zo e-barz.

JEREMI

Heñ e-unan en deus roet d’it da c’houzout e oa e-barz ?

N°22

E gwirionez, n’em eus ket gouezet, nemet sur oun, hervez tiz ar wetur.

(An N°6 o tont)

N°6

Aotrou Komiser, eun den en deus treuzet, eun eur ’zo, plasenn an ti-kêr hag a zouge en e zorn eun dra bennak.

JEREMI

Petra ’zouge ?

N°6

N’ouzon ket. Marteze, avat, e oa eun dra dañjerus hag an den a c’hell beza an torfetour. Rak, da genta e jilgamme, kerkent, avat, m’en deus gwelet ac’hanon, en deus troc’het kuit, ha, pa oa aet a ziwar weled, ne jilgamme mui.

N°50

Aotrou Komiser, daou zen o deus treuzet, bremaik, war vilo-tan, plasenn Santez-Anna… Eur gwaz a-dreñv, eur vaouez a-raok… Nann, ar

— 26 —